20 marteze e fuloro ar roue en ur lavarout dit: Perak oc'h en em dostaet ouzh kêr d'ober brezel? Ha n'ouzoc'h ket e tenner diwar ar voger?
Hag e roas an urzh-mañ d'ar c'hannad: Pa ez po echu da gomz ouzh ar roue eus kement tra a zo c'hoarvezet en emgann,
Piv en deus lazhet Abimelek mab Jerubbeshed? Ha ne oa ket ur vaouez a daolas warnañ ur maen milin diwar krec'h ar voger, hag e varvas e Tebez? Perak hoc'h eus tostaet ouzh ar voger? Neuze e lavari dezhañ: Da servijer Uri an Hitit a zo marvet ivez.