Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Rouned 5:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Lavarout a reas d'he mestrez: Mar befe va aotrou dirak ar profed a zo e Samaria, e parefe anezhañ raktal eus e lorgnez!

Ver Capítulo Copiar




2 Rouned 5:3
9 Referencias Cruzadas  

Hogen ur bagad a oa aet er-maez eus Siria, ha degaset o doa ur brizoniadez eus bro Israel, ur plac'h vihan, a oa e servij gwreg Naaman.


Hag ez eas eta d'e zisklêriañ d'an aotrou o lavarout: Ar plac'h yaouank eus bro Israel he deus lavaret evel-henn hag evel-hont.


Pa ouezas Elizea den Doue, en doa roget roue Israel e zilhad, e kasas da lavarout d'ar roue: Perak ec'h eus roget da zilhad? Ra zeuio bremañ da'm c'havout, hag e ouezo ez eus ur profed en Israel.


Moizez a lavaras: Hag ez out gwarizius evidon? Ra blijfe gant Doue e vije holl bobl an AOTROU profeded, ha ma lakaje an AOTROU e Spered warno!


ar re dall a wel, ar re gamm a gerzh, ar re lovr a zo glanaet, ar re vouzar a glev, ar re varv a adsav da vev, an Aviel a zo prezeget d’ar beorien.


Paol a lavaras dezhañ: Pediñ a ran Doue ma viot koulz pe goulz, nann te hepken, met c’hoazh ar re holl a selaou ac’hanon hiziv, heñvel ouzhin, nemet er pezh a sell ouzh an ereoù-mañ.


Dija hoc’h eus resevet ho kwalc’h, dija ez oc’h pinvidik, emaoc’h o ren hepdomp. Ha ra renot e gwirionez, evit ma renimp ivez ganeoc’h.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos