Hag e reas chervad dezho, hag e tebrjont hag ec'h evjont, ha goude e kasas anezho hag ez ejont da gavout o aotrou. Ha soudarded Siria ne gendalc'hjont ken da zont da vro Israel.
Setu, evel ma sell daoulagad ar servijerien ouzh dorn o mestroù, ha daoulagad ar vatezh ouzh dorn he mestrez, evel-se e sell hon daoulagad war-zu an AOTROU hon Doue, betek ma en devo truez ouzhimp.