Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Rouned 4:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 Neuze e teuas da zisklêriañ kement-se da zen Doue, a lavaras: Kae da werzhañ an eoul ha pae da zle; te ha da vibien a vevo gant an nemorant.

Ver Capítulo Copiar




2 Rouned 4:7
11 Referencias Cruzadas  

Met komz an AOTROU a voe disklêriet da Shemaja, den Doue, o lavarout:


Pignat a reas, hag e c'hourvezas anezhañ war wele den Doue, hag e serras an nor warnañ, hag ez eas er-maez.


Hag hi a lavaras d'he gwaz: Setu, gouzout a ran ez eo un den santel a Zoue, an hini a zeu dalc'hmat d'hon ti.


Hag e lavaras: Krog ennañ. Hag ec'h astennas e zorn, hag e kemeras anezhañ.


Ha den Doue a gase da lavarout da roue Israel: Diwall da dremen dre al lec'h-se, rak ar Siriz a zo diskennet eno.


An den drouk a amprest ha ne rent ket, met an hini reizh en deus truez, hag a ro.


Na rentit da zen droug evit droug. En em stagit ouzh ar pezh a zo onest dirak an holl dud.


A-hend-all, breudeur, kement a zo gwirion, kement a zo onest, kement a zo reizh, kement a zo glan, kement a zo karantezus, kement a zo a vrud vat, hag a zo ennañ ur vertuz bennak hag a zo dellezek a veuleudi, ra zalc’ho an holl draoù-se en ho soñjoù.


evit ma en em renot gant onestiz e-keñver ar re a-ziavaez ha ma n’ho po ezhomm eus tra ebet.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos