Rak evel-henn e komz an AOTROU Doue Israel: Ar bleud a zo er brok ne vanko ket, an eoul a zo er vured ne baouezo ket, betek an deiz ma kaso an AOTROU glav war an douar.
Ha den Doue a gounnaras a-enep dezhañ hag a lavaras: Ret e oa dit skeiñ pemp pe c'hwec'h gwech, ha neuze ez pije skoet war ar Siriz betek o distrujañ. Bremañ e skoi war ar Siriz teir gwech.
Ar mann a baouezas an deiz war-lerc'h, pa zebrjont eus traoù ar vro. Mibien Israel n'o doe ken a vann, met debriñ a rejont eus frouezh douar Kanaan er bloaz-se.