3 Neuze e lavaras dezhi: Kae er-maez, goulenn listri digant da holl amezeien, listri goullo, ha na c'houlenn ket un niver bihan.
Hag e lavaras: Evel-henn e komz an AOTROU: Grit fozioù dre an holl draonienn-mañ.
Elizea a lavaras dezhi: Petra 'rin evidout? Disklêr din ar pezh ac'h eus ez ti. Hag hi a lavaras: Da servijerez n'he deus netra en ti nemet ur podad eoul.
Ha kae ez ti, serr an nor warnout ha war da vibien, hag e skuilhi en holl listri-se, o lakaat a-gostez ar re a vo leun.
Ra ne vo ket a zoueoù estren ez ti. Ra ne stoui ket dirak doueoù ar broadoù.
Me eo an AOTROU da Zoue, am eus da lakaet da bignat eus bro Ejipt. Digor da c’henoù hag e leuniañ a rin.
Betek vremañ n’hoc’h eus goulennet netra em anv. Goulennit hag e resevot, evit ma vo ho levenez peurleuniet.
Jezuz a lavaras dezho: Kargit a zour al listri-se. Hag e kargjont anezho leun-barr.