2 Rouned 4:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
2 Elizea a lavaras dezhi: Petra 'rin evidout? Disklêr din ar pezh ac'h eus ez ti. Hag hi a lavaras: Da servijerez n'he deus netra en ti nemet ur podad eoul.
Met hi a respontas: An AOTROU da Zoue a zo bev! Ne'm eus ket a wastell, ne'm eus nemet un dornad bleud en ur brok hag ur banne eoul en ur vured. Setu e tastuman daou skod, hag ez in da aozañ kement-se evidon hag evit va mab. E zebriñ a raimp, ha goude e varvimp.
Pa voent tremenet, Elia a lavaras da Elizea: Goulenn ar pezh a fell dit a rafen evidout, a-raok ma vin lamet diganit. Elizea a lavaras: Ra vo warnon, mar plij, ur muzul daougement eus da spered.
evel glac’haret ha ni bepred laouen koulskoude, evel peorien hag o pinvidikaat meur a hini koulskoude, evel o kaout netra ha ni o perc’hennañ an holl draoù koulskoude.
Selaouit, va breudeur karet-mat, ha Doue n’en deus ket dibabet ar re baour eus ar bed-mañ evit ma vint pinvidik er feiz hag heritourien ar rouantelezh en deus prometet d’ar re a gar anezhañ?