Penaos e vo anavezet em eus kavet trugarez dirak da zaoulagad, me ha da bobl? Ha ne vo ket pa gerzhi ganeomp? Neuze, me ha da bobl a vo disheñvelaet diouzh an holl bobloù a zo war-c'horre an douar.
Ma vijec’h eus ar bed, ar bed a garje ar pezh a vije dezhañ. Met abalamour ma n’oc’h ket eus ar bed ha ma em eus ho tibabet a-douez ar bed, abalamour da-se eo e kasa ar bed ac’hanoc’h.
Rak ur bobl santel ez out evit an AOTROU da Zoue. An AOTROU da Zoue en deus da zibabet evit ma vi dezhañ ur bobl ispisial, a-douez an holl bobloù a zo war-c'horre an douar.
Met c’hwi a zo ur ouenn dibabet, ur velegiezh roueel, ur vroad santel, ur bobl bet prenet, evit embann vertuzioù an hini en deus ho kalvet eus an deñvalijenn d’e sklêrijenn vurzhudus,
Met, o welout e oa Nakash roue mibien Ammon o tont a-enep deoc'h, hoc'h eus lavaret din: Nann! Met ur roue a reno warnomp. Ha kement-se petra bennak ma oa an AOTROU ho Toue, ho roue.
He bremañ setu ar roue a gerzh a-raok deoc'h. Evidon-me, me a zo kozh, gwenn eo va fenn, ha setu, va mibien a zo ganeoc'h. Kerzhet em eus a-raok ac'hanoc'h adalek va yaouankiz betek hiziv.
Lavarout a rejont dezhañ: Setu, deuet out da vezañ kozh, ha da vibien ne gerzhont ket war da hent. Bremañ laka warnomp ur roue evit hor barn, evel m'o deus an holl vroadoù.