Me ivez a zibabo o distruj, hag e lakain da zont warno ar pezh a ra o spont, rak galvet em eus ha den n'en deus respontet, komzet em eus ha den n'en deus selaouet, graet o deus ar pezh a zo drouk dirak va daoulagad, dibabet o deus ar pezh a zisplij din.
Ha bremañ, peogwir e rit an oberoù-se, eme an AOTROU, hag em eus komzet deoc'h, komzet adalek ar beure ha n'hoc'h eus ket selaouet, peogwir em eus ho kalvet ha n'hoc'h eus ket respontet din,
Hag e teuont da'z kavout a-vostad, va fobl a azez dirazout, hag e selaouont da gomzoù. Met ne reont ket hervezo, o c'hontañ a reont en o genoù, met o c'halon a ya war-lerc'h o gwallc'hoantoù.
Pa vi aet er vro a ro dit an AOTROU da Zoue da berc'hennañ hag e vi o chom enni, e lavari: Me a lakaio ur roue warnon evel an holl bobloù a zo en-dro din;
Met, o welout e oa Nakash roue mibien Ammon o tont a-enep deoc'h, hoc'h eus lavaret din: Nann! Met ur roue a reno warnomp. Ha kement-se petra bennak ma oa an AOTROU ho Toue, ho roue.