15 Sevel a raio an deog diwar ho trevadoù ha diwar ho mendemoù, evit o reiñ d'e spazhidi ha d'e servijerien.
Ar Vadianiz a werzhas anezhañ en Ejipt da b-Potifar, ofiser Faraon, penn eus e warded.
Kemeret e vo zoken eus da vibien, eus ar re zeuet ac'hanout, bet ganet ac'hanout, evit bezañ spazhidi e palez roue Babilon.
A-benn an deizioù merket gant ar roue evit ma vefent degaset dezhañ, penn ar spazhidi a zegasas anezho dirak Nebukadnezar.
Ar roue a c'hourc'hemennas da Ashpenaz, penn e spazhidi, degas dezhañ, a-douez mibien Israel a ouenn roueel pe a uhelouenn,
Kemer a raio ho parkeier, ho kwini hag ho kwez-olivez gwellañ, hag o roio d'e servijerien.
Kemer a raio ho mevelien hag ho mitizhien, an dibab eus ho tud yaouank, hag hoc'h ezen, evit o implijout d'e labourioù.