Lavarout a ri dezhañ: Evel-henn e komz an AOTROU: Ha ne'c'h eus ket lazhet ha perc'hennet? Hag e lavari dezhañ: Evel-henn e komz an AOTROU: Evel m'o deus lipet ar chas gwad Nabod, ar chas a lipo ivez da wad da-unan.
e komzas Akab ouzh Nabod o lavarout dezhañ: Ro din da winienn, evit ma rin ul liorzh c'hlas, rak tost eo ouzh va zi. Hag e roin dit ur winienn welloc'h eviti, pe mar plij dit, e roin dit arc'hant evit he zalvoudegezh.
Neuze Jezabel e wreg a lavaras dezhañ: Ha te eo bremañ an hini a ren war Israel? Sav, debr ha ra laouenaio da galon! Me a roio dit gwinienn Nabod eus Jizreel.
Ar priñs ne gemero netra diwar hêrezh ar bobl o diwiskañ anezho eus o dalc'h. Diwar e zalc'h eo e roio un hêrezh d'e vibien, evit na vo den ebet eus va fobl kaset kuit eus e dalc'h.
Saül a lavaras d'e servijerien en em zalc'he dirazañ: Selaouit, Benjaminiz: Mab Jese, hag e roio deoc'h-holl parkeier ha gwini? Hag ho lakaio holl, da bennoù a vilieroù ha da bennoù a gantoù?