1 Samuel 31:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
9 Hag e troc'hjont dezhañ e benn hag e tiwiskjont anezhañ eus e armoù, a gasjont dre vro ar Filistined, da embann ar c'heloù da diez o idoloù hag e-touez ar bobl.
N'it ket d'henn lavarout e Gad, n'henn disklêriit ket war leur-gêr Askelon, gant aon na vefe laouen merc'hed ar Filistined, gant aon na dridfe merc'hed an diamdroc'hidi.
David a redas, en em daolas war ar Filistin, a gemeras e gleze a dennas eus e c'houin, en lazhas, hag a droc'has dezhañ e benn. Pa welas ar Filistined e oa marv o den kreñv, e tec'hjont.
Neuze Saül a lavaras d'an hini a zouge e armoù: Tenn da gleze ha trebarzh-me, gant aon na zeufe an diamdroc'hidi-se da zrougober ouzhin. Met an hini a zouge e armoù ne fellas ket dezhañ, rak spouronet e oa. Saül a gemeras e gleze hag en em daolas warnañ.