Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Samuel 31:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 An deiz war-lerc'h, ar Filistined a zeuas da ziwiskañ ar re varv, hag e kavjont Saül hag e dri mab astennet war venez Gilboa.

Ver Capítulo Copiar




1 Samuel 31:8
7 Referencias Cruzadas  

N'it ket d'henn lavarout e Gad, n'henn disklêriit ket war leur-gêr Askelon, gant aon na vefe laouen merc'hed ar Filistined, gant aon na dridfe merc'hed an diamdroc'hidi.


Menezioù Gilboa, ra chomo ar glizh hag ar glav hep kouezhañ warnoc'h, hag ar parkeier hep kinnig profoù, rak aze eo bet taolet skoed an dud kadarn, ha skoed Saül, evel ma ne vije ket bet olevet gant eoul.


An deiz war-lerc'h, ar Filistined a zeuas da ziwiskañ ar re varv, hag e kavjont Saül hag e vibien astennet war venez Gilboa.


Evel-se Jozafad hag e bobl a zeuas da gemer o freizh, hag e kavjont e-touez ar c'horfoù marv pinvidigezhioù e-leizh ha traoù prizius, hag e kemerjont kement, ken ne voent ket evit o dougen. Hag e voent tri devezh o tastum ar preizh, rak bras e oa.


Ar Filistined en em zastumas, hag e teujont da gampiñ e Sunem. Saül a zastumas holl Israel, hag e kampjont e Gilboa.


Re Israel a oa en tu all d'an draonienn hag en tu all d'ar Jordan, o welout e tec'he tud Israel hag e oa marvet Saül hag e vibien, a zilezas o c'hêrioù hag a dec'has. Hag ar Filistined a zeuas da chom enno.


Hag e troc'hjont dezhañ e benn hag e tiwiskjont anezhañ eus e armoù, a gasjont dre vro ar Filistined, da embann ar c'heloù da diez o idoloù hag e-touez ar bobl.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos