Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Samuel 28:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

19 Ha zoken an AOTROU a lakaio Israel ganit etre daouarn ar Filistined. Warc'hoazh e viot ganin, te ha da vibien, hag an AOTROU a lakaio kamp Israel etre daouarn ar Filistined.

Ver Capítulo Copiar




1 Samuel 28:19
12 Referencias Cruzadas  

An AOTROU a lavaras: Piv a douello Akab, evit ma pigno ha ma varvo e Ramod-Galaad? Unan a respontas en un doare hag egile en un doare all.


Mika a respontas: Mar distroez e peoc’h, an AOTROU n'en deus ket komzet ouzhin. Hag e lavaras: Selaouit, c'hwi holl bobloù!


Eno ar re zrouk ne drubuilhont ken den, hag eno e tiskuizh an dud dinerzh ha skuizhet.


setu, me a lakaio warc'hoazh, d'an eur-mañ, da gouezhañ ur grizilh ken bras, ken n'en deus bet netra heñvel outañ en Ejipt adalek an deiz m'eo bet diazezet betek bremañ.


Mab an den evit gwir a ya hervez ar pezh a zo skrivet anezhañ, met gwalleur d’an den ma’z eo droukroet gantañ! Gwelloc’h e vije d’an den-se na vije biken bet ganet.


Ananiaz, pa glevas ar c’homzoù-se, a gouezhas hag a varvas. Ur spont bras a zeuas war ar re holl a glevas komz a gement-se.


Met mar grit an droug, e viot distrujet, c'hwi hag ho roue.


Ha raktal Saül a gouezhas war e hed d'an douar, hag e voe spouronet-meurbet eus komzoù Samuel. Hag ivez e voe hep nerzh dre ma n'en doa debret netra e-pad an deiz nag e-pad an noz.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos