Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Samuel 28:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

18 Dre ma ne'c'h eus ket sentet ouzh mouezh an AOTROU , ha ne'c'h eus ket sevenet tan e gounnar a-enep Amalek, en abeg da gement-se e ra an AOTROU en doare-se ez keñver.

Ver Capítulo Copiar




1 Samuel 28:18
9 Referencias Cruzadas  

An den-mañ a lavaras: Evel-henn e komz an AOTROU: Dre ma ec'h eus lezet da vont eus da zaouarn an den am boa lakaet da verz, da vuhez a vo evit e vuhez ha da bobl evit e bobl.


Evel-se e varvas Saül en abeg d'ar pec'hed en doa graet a-enep an AOTROU , a-enep komz an AOTROU n'en doa ket miret, ha dre m'en doa goulennataet ur spered evit goulenn ali.


Ra vo milliget an hini a raio labour an AOTROU gant leziregezh, ha ra vo milliget an hini a zinac'ho ouzh e gleze ar gwad!


Saül a lavaras: Degasit din ul loskaberzh hag aberzhoù a drugarekadennoù. Hag e kinnigas al loskaberzh.


Saül a lavaras da Samuel: Sentet em eus ouzh mouezh an AOTROU , hag ez on aet dre an hent m'en deus va c'haset an AOTROU warnañ, degaset em eus Agag roue Amalek, hag em eus lakaet da verz an Amalekited.


Samuel a lavaras dezhañ: An AOTROU en deus freget hiziv rouantelezh Israel diwarnout, hag en deus he roet da'z nesañ, a zo gwelloc'h egedout.


Met Saül hag ar bobl a espernas Agag hag ar re wellañ eus an deñved, eus an ejened, eus al loened lart, eus an oaned, ha kement a oa mat, ne fellas ket dezho o lakaat da verz. Ha nemet ar pezh a oa disprizus ha dister a voe lakaet da verz.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos