Neuze Saül a lavaras: Pec'het em eus. Distro va mab David, ra ne rin droug ebet dit, pa'z eo bet prizius va buhez dit hiziv. Setu, graet em eus gant follentez, pec'het kalz-meurbet em eus.
Ra rento an AOTROU da bep hini hervez e reizhder hag e fealded. Rak da lakaet en doa an AOTROU hiziv etre va daouarn, ha n'eo ket bet fellet din lakaat va dorn war olevad an AOTROU .