David a douas c'hoazh o lavarout: A-dra-sur e oar da dad em eus kavet trugarez dirak da zaoulagad, hag en devo lavaret: Ra ne ouio ket Jonatan kement-mañ, gant aon na vefe glac'haret. Met an AOTROU a zo bev ha da ene a zo bev, ur c'hammed 'zo etrezon-me hag ar marv.
David a lavaras da Jonatan: Setu emañ al loar nevez warc'hoazh, hag e tlein azezañ gant ar roue da zebriñ. Met va lez da vont kuit da guzhat er parkeier betek abardaez an trede deiz.