Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Samuel 20:32 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

32 Jonatan a respontas da Saül e dad hag a lavaras dezhañ: Perak e vefe lakaet d'ar marv? Petra en deus graet?

Ver Capítulo Copiar




1 Samuel 20:32
17 Referencias Cruzadas  

Jakob a yeas droug ennañ hag a dabutas gant Laban. Jakob a gemeras ar gomz hag a lavaras: Pehini eo va faot, pehini eo va fec'hed, evit ma ec'h eus va c'henredet gant kement a daerded?


Na vez ket keneil an den a gounnar, ha n'a ket gant an den fuloret,


Na hast ket en em nec'hiñ ez spered, rak an desped a chom e bruched ar re ziskiant.


Kement-mañ a zo un droug e-touez an holl draoù a vez graet dindan an heol: pa c'hoarvez an hevelep gwalleur d'an holl. Evel-se e vez leun a drougiezh kalon an dud, emañ ar follentez en o c'halon e-pad o buhez, ha goude-se ez eont da di ar re varv.


Ar galon a zo touellus dreist pep tra, ha fall disfizius. Piv hec'h anavezo?


Ar gouarnour a lavaras: Peseurt droug eta en deus graet? Hag e krient kreñvoc’h o lavarout: Ra vo staget ouzh ar groaz!


Eñ a lavaras dezho evit an trede gwech: Met peseurt droug en deus graet? Ne’m eus kavet ennañ netra hag a vefe din a varv. Neuze, e gastizañ a rin hag e laoskin anezhañ.


Ha barn a ra hol lezenn un den hep bezañ e glevet hag hep anavezout ar pezh en deus graet?


Saül a stlapas e c'hoaf o lavarout ennañ e-unan: Skeiñ a rin David ouzh ar voger. Met David en em zistroas dioutañ div wech.


Jonatan a gomzas eta brav diwar-benn David ouzh Saül e dad, o lavarout dezhañ: Ra ne bec'ho ket ar roue a-enep e servijer David, rak n'en deus ket pec'het a-enep dit, ha kement en deus graet a zo zoken evit da vad.


Lakaet en deus e vuhez war var ha lazhet ar Filistin, hag an AOTROU en deus graet drezañ un dieubidigezh vras evit holl Israel. Gwelet ec'h eus hag ec'h eus bet levenez. Perak pec'hiñ a-enep ar gwad didamall o lakaat David d'ar marv hep abeg?


David a dec'has eus Najod e-kichen Rama hag a zeuas da gavout Jonatan, hag e lavaras dirazañ: Petra am eus graet, pehini eo va direizhder, pehini eo va fec'hed dirak da dad, ma klask va buhez?


Mar lavar: Mat eo! Mont a ra mat pep tra evit da servijer, met mar bez fuloret, e ouezi ez eo an droug divizet eus e berzh.


Akimelek a respontas d'ar roue o lavarout: Piv eta, a-douez da holl servijerien, a zo ken leal ha David mab-kaer ar roue, a zo aet war da c'hourc'hemenn, hag a zo enoret ez ti?


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos