Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Samuel 20:31 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

31 Rak e-keit ha ma vevo mab Jese war an douar, ne vi biken divrall, na te na da rouantelezh. Bremañ eta kas d'e gerc'hat ha degas-eñ din, rak din eo a varv.

Ver Capítulo Copiar




1 Samuel 20:31
9 Referencias Cruzadas  

Neuze fulor David en em danas a-enep an den-se. Hag e lavaras da Natan: An AOTROU a zo bev! An den en deus graet kement-se a zo din a varv.


Petra bennak ma n'eo an holl re eus ti va zad nemet tud dellezek a varv a-berzh ar roue va aotrou, koulskoude ec'h eus lakaet da servijer e-touez ar re a zebre ouzh da daol. Peseurt droed em befe c'hoazh da glemm e-kichen ar roue?


Ra zeuio garm ar sklaved betek ennout! Mir, hervez braster da nerzh, ar re a zo barnet d'ar marv!


Saül a selaouas ouzh mouezh Jonatan hag a douas: An AOTROU a zo bev! Ne varvo ket.


Neuze kounnar Saül a entanas a-enep Jonatan, hag e lavaras dezhañ: Mab an drougiezh hag an diroll, daoust ha n'ouzon ket mat ec'h eus dibabet mab Jese, evit da vezh hag evit mezh da vamm?


Bez madelezhus gant da servijer, pa ec'h eus lakaet da servijer da vont en un emglev ganit dirak an AOTROU . Mard eus ennon un direizhder bennak, va laka d'ar marv da-unan, rak perak am c'hasfes da'z tad?


hag e lavaras dezhañ: Na'z pez ket aon, rak dorn Saül va zad ne gavo ket ac'hanout, met ren a ri war Israel, hag e vin an eil war da lerc'h. Saül va zad a oar kement-se ivez.


Ar pezh ac'h eus graet n'eo ket mat. An AOTROU a zo bev! Dre ma n'hoc'h eus ket diwallet ho mestr, olevad an AOTROU , e tellezit ar marv. Ha bremañ sell pelec'h emañ goaf ar roue, hag ar pod dour a oa e-kichen e benn.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos