20 Hag e tennin tri bir a-gostez, evel ma tennfen war ur pal bennak.
Met goude warc'hoazh e tiskenni buan, hag e teui war-zu al lec'h ma oas kuzhet da zeiz an afer-se, hag e chomi e-tal maen Ezel.
Ha setu e kasin un den yaouank en ur lavarout dezhañ: Kae da gavout ar biroù. Mar lavaran d'ar paotr: Setu, emañ ar biroù en tu-mañ dit, kemer-int! neuze deus, mat eo an traoù evidout, n'eus netra da zoujañ. An AOTROU a zo bev!
Hag e lavaras d'ar paotr: Red da gavout din ar biroù ez an da dennañ. Ar paotr a redas, ha Jonatan a dennas ur bir en tu all dezhañ.