Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Samuel 20:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

19 Met goude warc'hoazh e tiskenni buan, hag e teui war-zu al lec'h ma oas kuzhet da zeiz an afer-se, hag e chomi e-tal maen Ezel.

Ver Capítulo Copiar




1 Samuel 20:19
6 Referencias Cruzadas  

Saül a gomzas ouzh Jonatan e vab hag ouzh e holl servijerien, evit lakaat d'ar marv David. Met Jonatan mab Saül a gare kalz David.


Ha Jonatan a zisklêrias kement-mañ da Zavid o lavarout: Saül va zad a glask da lazhañ, bremañ eta laka evezh ouzhit betek ar mintin, chom a-du, kae da guzhat.


Jonatan a lavaras dezhañ: Warc'hoazh emañ al loar nevez, hag e vo goulennet diwar da benn, rak da lec'h a vo goullo.


Hag e tennin tri bir a-gostez, evel ma tennfen war ur pal bennak.


Diouzh ar beure ez eas Jonatan d'ar parkeier el lec'h ma oa en em glevet gant David, hag e tegasas gantañ ur paotrig bihan.


David a lavaras da Jonatan: Setu emañ al loar nevez warc'hoazh, hag e tlein azezañ gant ar roue da zebriñ. Met va lez da vont kuit da guzhat er parkeier betek abardaez an trede deiz.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos