11 Jonatan a lavaras da Zavid: Deus ha deomp d'ar parkeier. Hag ez ejont o-daou d'ar parkeier.
David a lavaras da Jonatan: Piv a roio din da c'houzout ha respont a raio da dad dit un dra bennak garv?
Jonatan a lavaras da Zavid: Dre an AOTROU Doue Israel, e furchin va zad warc'hoazh war-dro d'an eur-mañ, pe goude warc'hoazh. Ha setu, mar bez tuet mat e-keñver David, ma ne gasan ket da'z kavout ha ma ne roan ket did da c'houzout,