Jozef a welas e vreudeur hag o anavezas, met ober a reas evel an estrañjour ganto hag e komzas outo gant ruster. Lavarout a reas: A-belec'h e teuit? Hag e respontjont: Eus bro Ganaan evit prenañ boued.
Jonatan a lavaras: Pell diouzhit ar soñj-se! Rak ma teufen da c'houzout en defe divizet va zad an droug diwar da benn, perak ne rofen ket dit da c'houzout?
Unan eus ar servijerien a gomzas ouzh Abigail gwreg Nabal o lavarout: Setu, David en deus kaset eus ar gouelec'h kannaded evit saludiñ hor mestr, met fuloret en deus en o enep.
Bremañ gra da vennozh, hag anavez ar pezh ac'h eus d'ober, rak divizet eo an distruj a-enep hor mestr hag a-enep e holl di. Met ken drouk eo, ken na greder den komz outañ.