Evel-se David a dec'has hag a voe saveteet, hag e teuas da gavout Samuel e Rama, hag e kontas dezhañ kement en doa graet Saül. Hag ez eas gant Samuel da chom e Najod.
Saül a gasas tud da dapout David, hag e weljont ur vodadeg brofeded o profediñ, ha Samuel en e sav a rene warno. Spered Doue a zeuas war ar re gaset gant Saül, hag e profedjont ivez.
Ha tud Zif a bignas da gavout Saül e Gibea, hag e lavarjont dezhañ: David, ha n'en em zalc'h ket kuzhet en hon touez, e kreñvlec'hioù, er goadeg, war grec'h Hakila a zo e kreisteiz al lec'h distro?