Neuze ar roue David a yeas d'en em zerc'hel dirak an AOTROU, hag a lavaras: Piv ez on, Aotrou AOTROU? Ha petra eo va zi ma ec'h eus va degaset betek amañ?
Neuze e kouezhas war he dremm, e stouas d'an douar hag e lavaras: Penaos em eus kavet trugarez dirak da zaoulagad, ma taolez evezh ouzhin-me, un estrañjourez?
Servijerien Saül a adlavaras an holl gomzoù-se da Zavid. David a lavaras: Hag aes eo dirak ho taoulagad bezañ mab-kaer d'ar roue? Me a zo un den paour ha dister.
Saül a respontas o lavarout: Ha n'on ket Benjaminat, eus an disterañ meuriad a zo en Israel, ha va ziegezh, ha n'eo ket an hini bihanañ eus holl diegezhioù meuriad Benjamin? Perak neuze e komzez evel-se din?