Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Samuel 18:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

17 Saül a lavaras da Zavid: Setu e roin dit Merab va merc'h henañ da wreg. Bez din hepken ur paotr kalonek, ha ra brezelioù an AOTROU . Rak Saül a lavare: Ra ne vo ket va dorn warnañ, met ra vo dorn ar Filistined warnañ.

Ver Capítulo Copiar




1 Samuel 18:17
22 Referencias Cruzadas  

Ha setu ar pezh a skrivas el lizher: Lakait Uri el lec'h ma vo an emgann en e greñvañ, ha pellait dioutañ, evit ma vo skoet ha ma varvo.


Perak eta ec'h eus disprizet komz an AOTROU, en ur ober ar pezh a zisplij dezhañ? Skoet ec'h eus gant ar c'hleze Uri an Hitit, kemeret ec'h eus e wreg evit ober anezhi da wreg, e lazhet ec'h eus dre gleze mibien Ammon.


Evel ma teue arc'h an AOTROU e kêr David, Mikal merc'h Saül a sellas dre ar prenestr hag a welas ar roue David o lammat hag o tañsal dirak an AOTROU. Hag e tisprizas anezhañ en he c'halon.


Dieub ac'hanomp, o AOTROU! Rak n'eus ken den mat ebet. Ar re leal a zo aet kuit a-douez mibien an dud.


Pep hini a astenn e zorn a-enep ar re a veve e peoc'h gantañ, terriñ a ra e emglev,


An hini en deus kasoni a guzh en ur gomz, met en e ziabarzh e tastum touellerezh,


pa gomzo dereat, na gred ket anezhañ, rak seizh euzhusted a zo en e galon.


An hini a guzh e gasoni gant an touell, a vo dizoloet dirak ar vodadeg.


Setu perak eo lavaret e levr brezelioù an AOTROU: "Vaheb e Sufa, ha froud an Arnon,


Moizez a lavaras: Ma rit kement-se, ma en em harnezit da vont d'ar brezel dirak an AOTROU,


ha da servijerien a dremeno, pep hini harnezet evit ar brezel, dirak an AOTROU, evit an emgann, evel m'en deus lavaret va aotrou.


Moizez a lavaras: Mar tremen mibien Gad ha mibien Ruben ganeoc'h ar Jordan, harnezet holl evit ar brezel dirak an AOTROU, ha ma vo ar vro sujet dirazoc'h, e roiot dezho bro C'halaad da zalc'h.


Dorn an testoù a vo warnañ da gentañ evit e lakaat d'ar marv, ha dorn an holl bobl goude. Evel-se e vo lamet an droug diouzh da greiz.


Mibien Saül a oa Jonatan, Jishvi ha Malkishua. Anvioù e ziv verc'h a oa ar re-mañ: Merab anv an henañ, Mikal anv ar yaouankañ.


Ha tud Israel a lavare: Ha gwelet hoc'h eus an den-se a bign aze? Evit dismegañsiñ Israel eo pignet. Met mar lazh unan bennak anezhañ, ar roue en kargo a vadoù, reiñ a raio dezhañ e verc'h, ha frankizet a dailhoù e vo ti e dad en Israel.


Da servijer en deus lazhet hag al leon hag an arzh, hag ar Filistin-se, an diamdroc'h-se, a vo evel unan anezho, rak dismegañset en deus armeoù an Doue bev.


Hag an holl engroez-mañ a ouezo na zieub ket an AOTROU dre ar c'hleze ha dre ar goaf, rak an emgann a zo d'an AOTROU , hag ho lakaat a raio etre hon daouarn.


Saül a lavaras: He reiñ a rin dezhañ, evit ma vo evitañ ur pech ha ma vo dorn ar Filistined warnañ. Saül a lavaras eta da Zavid evit an eil gwech: Va mab-kaer e vi hiziv.


Saül a lavaras: Evel-henn e komzot ouzh David: Ar roue ne c'houlenn ket a argouroù nemet kant pod-mezenn Filistined, evit ma vo veñjet ar roue eus e enebourien. Saül en doa c'hoant da lakaat David da gouezhañ etre daouarn ar Filistined.


David a savas hag a yeas gant e dud, hag e skojont war daou c'hant den eus ar Filistined. Hag e tegasas o fodoù-mezenn, hag o roas niveret mat d'ar roue, evit ma vefe mab-kaer d'ar roue. Saül a roas dezhañ eta e verc'h Mikal da wreg.


Pardon mar plij fazi da servijerez, rak an AOTROU ne vanko ket da reiñ da'm aotrou un ti dalc'hus, dre ma ren va aotrou brezelioù an AOTROU , ha ma n'eus bet kavet drougiezh ebet ennout da vuhez-pad.


Ha distroet e Ziklag, David a gasas diouzh ar preizh da henaourien Juda, d'e vignoned, o lavarout: Setu un donezon evidoc'h, eus ar preizh tapet war enebourien an AOTROU .


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos