1 Samuel 17:43 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned43 Ar Filistin a lavaras da Zavid: Hag ez on ur c'hi, ma teuez da'm c'havout gant bizhier? Hag ar Filistin a villigas David dre e zoueoù. Ver Capítulo |
Abner a voe gwall fuloret en abeg da gomzoù Ishboshed, hag e lavaras dezhañ: Daoust hag-eñ ez on ur penn ki a-enep Juda, me a ziskouez hiziv madelezh e-keñver ti Saül da dad, hag e-keñver e vreudeur hag e vignoned, me na'z laka ket etre daouarn David? Hag e rebechez din hiziv ur mank gant ar vaouez-se?