27 Hag ar bobl a adlavaras dezhañ an hevelep komzoù o lavarout: Kement-se a vo graet d'an den en devo e lazhet.
Ha tud Israel a lavare: Ha gwelet hoc'h eus an den-se a bign aze? Evit dismegañsiñ Israel eo pignet. Met mar lazh unan bennak anezhañ, ar roue en kargo a vadoù, reiñ a raio dezhañ e verc'h, ha frankizet a dailhoù e vo ti e dad en Israel.
Hag e lezas anezhañ hag ez eas da gavout unan all, evit lavarout an hevelep traoù. Hag ar bobl a respontas dezhañ evel ar wech kentañ.