Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Samuel 16:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

21 David a zeuas da gavout Saül, hag en em zalc'has dirazañ. Ha Saül a garas anezhañ, hag e teuas an hini a zoug e armoù.

Ver Capítulo Copiar




1 Samuel 16:21
13 Referencias Cruzadas  

Jozef a oa oadet a dregont vloaz pa en em zalc'has dirak Faraon roue Ejipt. Jozef eta a yeas kuit a-zirak Faraon hag a redas holl vro Ejipt.


Eürus eo da dud! Eürus da servijerien en em zalc'h bepred dirazout hag a selaou da furnez!


Gwelloc'h eo en em dennañ war-zu an AOTROU eget fiziout er re vras.


Na fiziit ket er re vras, nag e mab den ebet na c'hellfe ket dieubiñ,


Pobloù, fiziit ennañ e pep amzer, digorit ho kalonoù dirazañ. Doue eo hor repu.  Ehan


Ha gwelet ec'h eus un den ampart en e labour? Bez' e vo e servij ar rouaned, ne vo ket e servij an dud dister.


Jozue mab Nun, da servijer, a yelo enni; kaloneka anezhañ rak eñ eo a lakaio Israel da berc'hennañ e hêrezh.


En amzer-se an AOTROU a zispartias meuriad Levi evit dougen arc'h emglev an AOTROU, evit en em zerc'hel dirak an AOTROU, evit e servijañ hag evit bennigañ en e anv, betek hiziv.


Gervel a reas diouzhtu an den yaouank a zouge e armoù, hag e lavaras dezhañ: Tenn da gleze ha va lazh, gant aon na vefe lavaret ac'hanon: Ur vaouez he deus e lazhet. An den yaouank a doullas anezhañ, hag e varvas.


Saül a gasas da lavarout da Jese: Da bediñ a ran, ma chomo David em servij, rak kavet en deus trugarez dirak va daoulagad.


David a yae hag a zistroe digant Saül da vêsa deñved e dad e Betlehem.


Pa welas Saül David o vont a-ziarbenn d'ar Filistin, e lavaras da Abner penn e arme: Abner, da biv eo mab an den yaouank-se? Hag Abner a respontas: Ken gwir ha ma vev da ene, o roue, n'ouzon ket.


Neuze Jonatan a c'halvas David hag a zisklêrias dezhañ an holl draoù-se. Jonatan a zegasas David da Saül, hag e voe en e servij evel diagent.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos