Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Samuel 16:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

19 Saül a gasas kannaded da Jese, da lavarout: Kas din David da vab hag a zo gant an deñved.

Ver Capítulo Copiar




1 Samuel 16:19
12 Referencias Cruzadas  

Elia a yeas ac'hane, hag e kavas Elizea mab Shafad, a oa oc'h arat. Daouzek koublad ejened a oa a-raok dezhañ, hag eñ a oa gant an daouzekvet. Elia a dremenas hebiou dezhañ hag a daolas e vantell warnañ.


evit e lakaat da azezañ gant ar re vras, gant re vras e bobl.


Komzoù Amoz, a oa a-douez mêsaerien Tekoa; resevet en deus anezho diwar-benn Israel, en deizioù Ozia roue Juda ha Jeroboam mab Joaz roue Israel, daou vloaz a-raok ar c'hren-douar.


Ha Samuel a lavaras da Jese: Ar re-se eo da holl vibien? Hag e respontas: Menel a ra c'hoazh ar yaouankañ, met emañ o vêsa an deñved. Samuel a lavaras da Jese: Kas d'e gerc'hat, ned aimp ket ouzh taol ken na vo erru amañ.


Unan eus e servijerien a respontas o lavarout: Setu, gwelet em eus ur mab da Jese eus Betlehem, hag a oar c'hoari; un den kalonek ha nerzhus, ur brezelour eo, a gomz mat, un den kaer, hag an AOTROU a zo gantañ.


Jese a gemeras un azen, a sammas gant bara, ul lestrad gwin, ur menn-gavr laezh, hag o c'hasas da Saül, dre Zavid e vab.


David a yae hag a zistroe digant Saül da vêsa deñved e dad e Betlehem.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos