Pa voe tost d'ar c'hamp e welas al leue hag an dañsoù. Kounnar Moizez en em danas, hag e taolas eus e zaouarn an taolennoù hag e trailhas anezho e traoñ ar menez.
Neuze, o sellout gant fae ouzh ar re a oa en-dro dezhañ hag o vezañ glac’haret eus kaleter o c’halon, e lavaras d’an den-se: Astenn da zorn. Astenn a reas anezhañ hag e teuas yac’h evel egile.
Spered an AOTROU a grogas e Samzun, hag e tispennas anezhañ evel ma tispenner ur menn-gavr, hep netra en e zorn. Met ne lavaras na d'e dad na d'e vamm ar pezh en doa graet.
Pa erruas da Lehi ar Filistined a laoskas kriadennoù a levenez en arbenn dezhañ. Spered an AOTROU a grogas ennañ, ar c'herdin a oa war e zivrec'h a zeuas da vezañ evel lin devet en tan, hag e ereoù a gouezhas diwar e zaouarn.
Spered an AOTROU a voe warnañ, hag e varnas Israel, hag ez eas d'ar brezel. An AOTROU a lakaas Kushan-Rishataim roue Mezopotamia etre e zaouarn, hag e zorn a voe galloudus a-enep Kushan-Rishataim.
Neuze Samuel a gemeras ar c'horn eoul hag a olevas anezhañ e-touez e vreudeur. Hag adalek an deiz-se e krogas Spered an AOTROU en David. Ha Samuel a savas hag a yeas da Rama.