Jefte a yeas eta gant henaourien Galaad, hag ar bobl a lakaas anezhañ warno da rener ha kabiten, ha Jefte a adlavaras dirak an AOTROU e Mizpa an holl gomzoù en doa lavaret.
Neuze holl vibien Israel a zeuas er-maez, adalek Dan betek Beer-Sheba ha betek bro C'halaad, hag ar vodadenn en em zastumas evel un den hepken dirak an AOTROU e Mizpa.
Hag an holl bobl a yeas da C'hilgal, hag eno e lakajont Saül da roue, dirak an AOTROU e Gilgal, hag ec'h aberzhjont aberzhoù a drugarekadennoù dirak an AOTROU . Ha kalz a levenez o doe eno Saül hag holl dud Israel.