Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Samuel 10:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

16 Ha Saül a lavaras d'e eontr: Lavaret en deus deomp e oa kavet an azenezed. Met ne zisklêrias ket dezhañ ar pezh en doa lavaret Samuel diwar-benn ar rouantelezh.

Ver Capítulo Copiar




1 Samuel 10:16
9 Referencias Cruzadas  

Moizez a yeas kuit, a zistroas da gavout Jetro e dad-kaer hag a lavaras: Ma ez in kuit, me az ped, ma tistroin da gavout va breudeur a zo en Ejipt evit gwelout hag int a zo c'hoazh bev. Jetro a lavaras da Voizez: Kae e peoc'h!


An den poellek a guzh ar pezh a oar, met kalon ar re ziboell a embann sotonioù.


An amoed a ro da anavezout kement en deus en e soñjoù, met ar fur en moug hag en dalc'h.


ur mare evit regiñ hag ur mare evit gwriat, ur mare evit tevel hag ur mare evit komz,


Spered an AOTROU a grogas e Samzun, hag e tispennas anezhañ evel ma tispenner ur menn-gavr, hep netra en e zorn. Met ne lavaras na d'e dad na d'e vamm ar pezh en doa graet.


Kemer a reas dioutañ en e zorn, hag e kendalc'has e hent en ur zebriñ. Pa zeuas da gavout e dad hag e vamm, e roas dezho hag e tebrjont, met ne lavaras ket dezho en devoa kemeret ar mel-se e korf marv al leon.


Eontr Saül a lavaras: Disklêr din ar pezh en deus lavaret deoc'h Samuel.


Met diwar-benn an azenezed ec'h eus kollet tri deiz 'zo, na vez ket chalet ganto, rak adkavet int. Ha war-zu piv eo ec'h astenn holl c'hoant Israel? Ha n'eo ket war-zu ennout ha war-zu holl di da dad?


Evel ma tiskennent da draoñ kêr Samuel a lavaras da Saül: Lavar d'ar mevel tremen a-raok deomp, hag e tremenas, ha te chom a-sav bremañ, ma rin dit klevout komz Doue.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos