23 Ar pennoù lakaet gant Salomon war al labourioù a oa pemp kant hanter-kant, karget da eveshaat ar bobl a rae al labour.
hep kontañ ar vistri-vicherour lakaet gant Salomon evit ren al labour; tri mil tri c'hant e oant o ren an dud a laboure.
Hag e lakaas dek mil ha tri-ugent da zougen bec'hioù, pevar-ugent mil evit benañ ar vein er menez, ha tri mil c'hwec'h kant da eveshaat ar bobl o labourat.
Ar pennoù lakaet gant ar roue Salomon da eveshaat ar bobl a oa daou c'hant hanter-kant.