Hag e lakaas ar cherubined e-barzh an ti, etrezek ar foñs, hag e voe astennet eskell ar cherubined, e doare ma stoke askell unan anezho ouzh ar voger, hag askell ar cherubin all ouzh ar voger all, hag en em stoke o eskell, unan ouzh egile, e-kreiz an ti.
Ar barennoù a oa hir en doare ma veze gwelet o fennoù eus al lec'h santel dirak ar santual, met ne vezent ket gwelet a-ziavaez. Hag ez int eno betek hiziv.
Ar cherubined a astenno o eskell d'an nec'h, o c'holeiñ gant o eskell al lec'h-a-drugarez, hag o dremmoù a vo an eil etrezek egile. Dremmoù ar cherubined a vo troet etrezek al lec'h-a-drugarez.
Serafined en em zalc'he a-us dezhañ, pep hini anezho en doa c'hwec'h askell: gant div e c'holoent o dremm, gant div e c'holoent o zreid, gant div e nijent.