Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Rouaned 8:61 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

61 hag evit ma vo ho kalon eeun e-keñver an AOTROU hon Doue, o kerzhout en e reolennoù hag o virout e c'hourc'hemennoù evel hiziv.

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 8:61
14 Referencias Cruzadas  

Neuze, Abram o vezañ en oad a naontek vloaz ha pevar-ugent, an AOTROU en em ziskouezas da Abram hag a lavaras: Me eo an Doue holl-c'halloudek, kerzh dirak va dremm ha bez didamall.


En amzer kozhni Salomon, e wragez a zistroas e galon war-lerc'h doueoù all, hag e galon ne voe ket eeun e-keñver an AOTROU e Zoue, evel ma oa bet kalon David e dad.


Met an uhellec'hioù ne voent ket lamet. Koulskoude kalon Asa a voe eeun e-keñver an AOTROU e-pad e holl zeizioù.


Kerzhout a reas en holl bec'hedoù en doa graet e dad a-raok dezhañ, hag e galon ne voe ket eeun e-keñver an AOTROU e Zoue, evel ma oa bet kalon David e dad.


Salomon a gare an AOTROU hag a gerzhe hervez reolennoù David e dad. Hag ec'h aberzhe hag e lakae da vogediñ war an uhellec'hioù hepken.


hag e lavaras: O AOTROU, az pez soñj em eus kerzhet dirak da zremm gant fealded hag eeunded a galon, hag em eus graet ar pezh a zo dereat da'z taoulagad! Hag Ezekiaz a skuilhas daeroù e-leizh.


Ha te, Salomon va mab, anavez Doue da dad, servij-eñ gant ur galon eeun hag un ene youlus, rak an AOTROU a furch an holl galonoù hag a anavez pep mennad eus ar soñjoù. Mar klaskez anezhañ, e vo kavet ganit, met mar dilez anezhañ, ez taolo kuit da viken.


Ar bobl a voe laouen gant ar profoù a-youl-vat-se, rak ober a raent a-greiz o c'halon o frofoù a-youl-vat d'an AOTROU . Hag ar roue David a voe laouen-kenañ ivez.


Bez' e oa e bro Uz un den anvet Job. An den-se a oa gwirion hag eeun, a zouje Doue hag a zistroe diouzh an droug.


An AOTROU a lavaras da Satan: Hag ec'h eus taolet evezh ouzh va servijer Job? N'eus ket eveltañ war an douar, un den gwirion hag eeun, a zouj Doue hag a zistro diouzh an droug.


Evesha an den eeun, sell ouzh an den reizh, rak bez' ez eus un dazont evit an den a beoc'h.


O kaout eta hevelep promesaoù, re garet-mat, en em c’hlanaomp eus pep hudurniezh eus ar c’hig hag eus ar spered o kas da benn hor santeladur e doujañs Doue.


Peurvat e vi e-keñver an AOTROU da Zoue.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos