selaou anezhañ eus an neñvoù, eus al lec'h emaout o chom, ha gra kement a c'houlenno an diavaeziad-se diganit, evit ma'c'h anavezo holl bobloù an douar da anv, ma toujint ac'hanout evel da bobl Israel, ha ma ouezint ez eo da anv galvet war an ti-mañ am eus savet.
Ra vo ar c'homzoù-se, am eus pedet an AOTROU ganto, dirak an AOTROU hon Doue deiz ha noz, evit ma roio e wir d'e servijer hag he gwir d'e bol Israel, hervez an ezhomm pemdeziek,
Me a gemero ac'hanoc'h evit va fobl, hag e vin ho Toue, hag ec'h anavezot ez on an AOTROU ho Toue, an hini a denn ac’hanoc’h a-zindan bec'hioù an Ejipsianed.
Evel-henn e komz an AOTROU, da zasprener, an hini en deus da stummet adalek ar c'hof: Me eo an AOTROU, an hini a ra an holl draoù, an hini en deus astennet an neñvoù ha kompezet an douar, eñ e-unan.
N'ho pet ket aon ha na vezit ket spontet. Ha ne'm eus ket e roet da anavezout dit ha kemennet abaoe pell 'zo? C'hwi a zo va zestoù: Hag-eñ ez eus un doue estregedon? N'eus ket ur roc'h all, n'anavezan ket unan all.
Hiziv an AOTROU a lakaio ac'hanout etre va daouarn, da lazhañ a rin, da benn a lamin diwarnout, korfoù marv kamp ar Filistined a roin hiziv da laboused an neñv ha da loened ar parkeier, hag an douar holl a ouezo ez eus un Doue en Israel.