1 Rouaned 7:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
16 Ober a reas div dogenn arem teuzet, evit lakaat war grec'h ar c'holonennoù. Uhelder an dogenn gentañ a oa pemp ilinad, hag uhelder an eil togenn a oa pemp ilinad.
Evit an togennoù a oa dreist ar c'holonennoù, e reas evel rouedoù e stumm kaelioù, ha dantelezioù evel chadennoùigoù, seizh evit an dogenn gentañ ha seizh evit an eil togenn.
Sichennoù ar c'holonennoù a oa en arem, tachoù ar c'holonennoù hag o zriklennoù a oa en arc'hant, o zogennoù a oa goloet gant arc'hant. Holl golonennoù al leurenn a oa staget gant triklennoù arc'hant.
Gant ar mil seizh kant pemzek sikl ha tri-ugent, e voe graet an tachoù evit ar c'holonennoù, goloet e voe o zogennoù, hag e voent staget dre driklennoù.
Bez' e oa dreist un dogenn arem. Uhelder an dogenn a oa pemp ilinad, war an dogenn e oa ur roued ha greunadez tro-dro, holl en arem. An eil kolonenn gant he greunadez a oa heñvel.