Ober a reas div dogenn arem teuzet, evit lakaat war grec'h ar c'holonennoù. Uhelder an dogenn gentañ a oa pemp ilinad, hag uhelder an eil togenn a oa pemp ilinad.
div golonenn, gant ar bolzennoù hag an togennoù a oa war benn an div golonenn, an div roued evit goleiñ div volzenn an togennoù a oa war benn ar c'holonennoù,
Hag ar Galdeiz a lakaas a-dammoù ar c'holonennoù arem a oa e ti an AOTROU, ar sichennoù hag ar mor arem a oa e ti an AOTROU, hag e kasjont an holl arem ganto da Vabilon.
Hag ar Galdeiz a lakaas a-dammoù ar c'holonennoù arem a oa e ti an AOTROU, ar sichennoù hag ar mor arem a oa e ti an AOTROU, hag e kasjont an holl arem ganto da Vabilon.
Diwar-benn ar c'holonennoù, uhelder pep kolonenn a oa triwec'h ilinad, hag ur gordenn a zaouzek ilinad a rae he zro; he zevder a oa pevar biz, hag e oa kleuz.
Hirder ar porzh a oa ugent ilinad, e ledander a oa unnek ilinad. Derezioù a oa da bignat eno, hag e-kichen ar postoù e oa kolonennoù, unan ouzh un tu hag eben ouzh an tu all.