21 Goleiñ a reas gant aour glan diabarzh an ti, hag e lakaas da dremen chadennoù aour dirak ar santual, a c'holoas gant aour.
Ar santual en doa en e ziaraog ugent ilinad hirder, ugent ilinad ledander, ugent ilinad uhelder. Hag e c'holoas anezhañ hag an aoter sedrez gant aour glan.
Evel-se e c'holoas gant aour an holl di, an ti en e bezh. Goleiñ a reas ivez gant aour aoter ar santual en he fezh.
Hag e savas ouzh moger an ti, tro-dro, estajoù da c'hronnañ mogerioù an ti, an templ hag ar santual; evel-se e reas kambroù-kostez tro-war-dro.
Goleiñ a ri gant aour ar plenk, hag e ri o lagadennoù gant aour evit lakaat ar barrennoù, hag e c'holoi gant aour ar barrennoù.
Goloet e voe ar plenk gant aour, hag e voe graet o lagadennoù gant aour evit lakaat ar barrennoù, hag e voe goloet ar barrennoù gant aour.