1 Rouaned 21:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
8 Hag e skrivas lizhiri en anv Akab, hag e siellas anezho gant e siell, hag e kasas al lizhiri d'an henaourien ha d'ar pennoù a oa o chom gant Nabod en e gêr.
Neuze roue Israel a c'halvas holl henaourien ar vro hag a lavaras: Eveshait mar plij, gwelit penaos an den-se ne glask nemet droug. Kaset en doa da'm c'havout, evit kaout va gwragez, va mibien, va arc'hant ha va aour, ha ne'm boa ket o nac'het outañ.
Skrivañ a reas lizhiri evit dismegañsiñ an AOTROU Doue Israel, o komz evel-henn a-enep dezhañ: Evel ma n'o deus ket gallet doueoù broadoù ar broioù all dieubiñ o fobl diouzh va dorn, evel-se Doue Ezekiaz ne c'hello ket dieubiñ e bobl diouzh va dorn.
An AOTROU a lavaras da Voizez: Dastum din dek den ha tri-ugent a-douez henaourien Israel, a anavezez evel henaourien ar bobl hag o vezañ perzh warno; degas anezho da deltenn an engalv, ma en em zalc'hint eno ganit.
An holl bobl a oa ouzh an nor, hag an henaourien a lavaras: Ni a zo testoù! Ra lakaio an AOTROU ar wreg a ya ez ti heñvel ouzh Rachel hag ouzh Lea, o deus savet o-div ti Israel! Bleugn en Efrata, ha ra vo brudet da anv e Betlehem!