Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Rouaned 21:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 Neuze Jezabel e wreg a lavaras dezhañ: Ha te eo bremañ an hini a ren war Israel? Sav, debr ha ra laouenaio da galon! Me a roio dit gwinienn Nabod eus Jizreel.

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 21:7
14 Referencias Cruzadas  

Lavarout a reas dezhañ: Mab roue, perak e treutaez evel-se a zeiz da zeiz? Ha ne zisklêri ket din? Amnon a lavaras dezhañ: Karout a ran Tamar c'hoar va breur Absalom.


Hag e respontas dezhi: Dre ma em eus komzet ouzh Nabod eus Jizreel, ha lavaret dezhañ: Ro din da winienn evit arc'hant, pe ma fell dit, e roin dit ur winienn all eviti. Hag en deus lavaret: Ne roin ket dit va gwinienn.


al loen gourizet e zivgroazell, ar bouc'h, ar roue na c'hell den herzel outañ.


Goude-se ez on en em lakaet da sellout ouzh an holl waskerezhioù a vez graet dindan an heol. Ha setu, ar re wasket a skuilh daeroù, ha n'o deus frealzer ebet. An nerzh a zo e tu ar re o gwask, met evito n'eus frealzer ebet.


E-lec'h m'emañ komz ar roue, eno emañ ar galloud; ha piv a lavaro dezhañ: Petra a rez?


Daoust hag e redo war ar roc'h ar c'hezeg, daoust hag e vo aret gant ejened, evit ma hoc'h eus troet ar varnedigezh en ampoezon, ha frouezh ar reizhder en huelenn?


Diwar-benn an droug, daouarn o deus evit e ober. Ar priñs a c'houlenn manegoù, ar barner e c'hopr, an hini bras a ziskouez c'hoantegezh e ene, hag e reont evel-se a-unvan.


Azezañ a rejont eta hag e tebrjont o-daou, hag ec'h evjont, ha tad ar plac'h yaouank a lavaras d'an den: Mar fell dit tremen an noz, da galon a vo laouen.


Boaz a zebras hag a evas, hag e galon a voe laouen; mont a reas da gousket e penn ur bern dremmen. Hi a zeuas goustadik, a zizoloas e dreid, hag en em c'hourvezas.


Kemer a raio ho parkeier, ho kwini hag ho kwez-olivez gwellañ, hag o roio d'e servijerien.


Neuze holl henaourien Israel en em zastumas, hag a zeuas da gavout Samuel e Rama.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos