hag e lavaras d'e servijer: Pign bremañ, sell etrezek ar mor. Pignat a reas eta hag e sellas, hag e lavaras: N'eus netra. Hag e lavaras dezhañ: Distro seizh gwech di.
Kerkent ha m'en doe Elia he c'hlevet, e pakas e zremm en e vantell hag ez eas er-maez d'en em zerc'hel e digor ar c'hev. Ha setu, ur vouezh a zeuas dezhañ en ur lavarout: Petra a rez amañ, Elia?
hag e lavaris: Va Doue! Ruziañ a ran ha mezh am eus o sevel va dremm dirazout, o va Doue! Rak hon direizhder en deus kresket dreist hor pennoù, hag hon torfed en deus tizhet betek an neñvoù.
Serafined en em zalc'he a-us dezhañ, pep hini anezho en doa c'hwec'h askell: gant div e c'holoent o dremm, gant div e c'holoent o zreid, gant div e nijent.
Dit-te, Aotrou, eo ar reizhder, ha deomp-ni eo ar vezh war hon dremm, evel hiziv da dud Juda, d'annezidi Jeruzalem ha da holl Israel, d'ar re a zo tost ha d'ar re a zo pell, en holl vroioù ma ec'h eus o c'haset e-barzh, en abeg d'ar gwalloù o deus graet ez keñver.
Jozue a rogas e zilhad hag a gouezhas war e zremm d'an douar dirak arc'h an AOTROU betek an abardaez, eñ hag henaourien Israel, hag e taoljont poultr war o fenn.