Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




1 Rouaned 18:43 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

43 hag e lavaras d'e servijer: Pign bremañ, sell etrezek ar mor. Pignat a reas eta hag e sellas, hag e lavaras: N'eus netra. Hag e lavaras dezhañ: Distro seizh gwech di.

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 18:43
11 Referencias Cruzadas  

Lavarout a reas: Lez ac'hanon da vont, rak gouloù deiz a zo deuet. Hag eñ a lavaras: Ne lezin ket ac'hanout da vont ken na'z po va benniget.


Akab a bignas evit debriñ hag evañ. Met Elia a bignas war-lein Menez Karmel, hag o plegañ d'an douar, e lakaas e zremm etre e zaoulin,


D'ar seizhvet gwech e lavaras: Setu ur goumoulenn vihan evel palv dorn un den o pignat eus ar mor. Elia a lavaras dezhañ: Pign ha lavar da Akab: Stag ha diskenn, gant aon na harzfe ar glav ouzhit.


Hag e tistroe, hag e kerzhe dre an ti amañ hag ahont, hag e pigne hag ec'h astenne c'hoazh warnañ. Da ziwezhañ ar bugel a strevias seizh gwech, hag ar bugel a zigoras e zaoulagad.


Va Roue ha va Doue, bez evezhius ouzh mouezh va garm, rak te eo a bedan!


Rak ar weledigezh a zo c'hoazh evit un amzer merket. Mont a ra d'he dibenn hep mar. Mard eo dilerc'hiet, gortoz anezhi, rak c'hoarvezout a raio a-dra-sur, ha ne zaleo ket.


Eñ a gontas ivez dezho ur barabolenn, evit diskouez penaos eo ret pediñ bepred hag hep skuizhañ.


Doue, ha ne veñjo ket e re zibabet a gri dezhañ noz-deiz, evitañ da zaleañ da fuloriñ?


o pediñ e pep amzer dre bep seurt pedennoù hag aspedennoù dre ar Spered, o veilhañ war gement-se gant dalc’husted hag o pediñ evit an holl sent,


Seizh aberzhour a zougo seizh shofar e korn tourz dirak an arc'h. Ha d'ar seizhvet deiz, e reot tro kêr seizh gwech, hag an aberzhourien a sono gant ar shofaroù.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos