Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Rouaned 18:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

18 Hag e respontas: Ne'm eus ket trubuilhet Israel, met te eo ha ti da dad, dre ma hoc'h eus dilezet gourc'hemennoù an AOTROU, ha ma'z out aet war-lerc'h ar Baaloù.

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 18:18
23 Referencias Cruzadas  

Evel ma vije bet nebeut a dra dezhañ kerzhout e pec'hedoù Jeroboam mab Nebad, e kemeras da wreg Jezabel merc'h Etbaal, roue ar Sidoniz, hag ez eas da servijañ Baal ha da stouiñ dirazañ.


Hag e savas un aoter da Vaal e ti Baal en doa savet e Samaria.


Ne voe bet den ebet evel Akab, a voe en em werzhet d'ober ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, bountet gant Jezabel e wreg,


e doare ma voe gwall euzhus, o vont war-lerc'h an idoloù, evel m'o doa graet an Amoreaned, en doa kaset kuit an AOTROU dirak mibien Israel.


Hag e vo respontet: Dre m'o deus dilezet an AOTROU o Doue, en deus lakaet o zadoù da zont kuit eus bro Ejipt, ha dre m'o deus en em staget ouzh doueoù all, ha stouet dirazo ha servijet anezho. En abeg da-se eo en deus lakaet an holl boanioù-se da zont warno.


hag ez eas da gavout Asa, hag e lavaras dezhañ: Asa hag holl Juda ha Benjamin, selaouit-me! An AOTROU a vez ganeoc'h pa vezit gantañ. Mar klaskit anezhañ, c'hwi en kavo; met mar dilezit anezhañ, eñ ho tilezo.


Rak an AOTROU en doa izelaet Juda en abeg da Akaz roue Israel, dre m'en doa diheñchet Juda ha gwall bec'het a-enep an AOTROU.


Evel ma kas ar reizhder d'ar vuhez, evel-se pleustr an droug a gas d'ar marv.


An droug a red war-lerc'h ar bec'herien, met an eurvad eo gopr an dud reizh.


An dud a zilez al lezenn a veul ar re zrouk, met an dud a vir al lezenn a stourm outo.


An hini drouk a vo paket en e zireizher, hag a vo dalc'het en ereoù e bec'hed.


Gwalleur d'an hini fall! Gwalleur! Rak dastum a raio gopr e zaouarn.


Rak va fobl he deus graet div wech an droug: va dilezet o deus, me, mammenn an dour a vuhez, ha kleuzet o deus evito puñsoù, puñsoù skalfet na zalc'hont ket an dour.


Da zrougiezh az kastizo, da zianzavadur az kourdrouzo, hag e ouezi hag e weli ez eo un dra fall ha c'hwerv, ma az pefe dilezet an AOTROU da Zoue, ha ma ne vefe ket va doujañs ennout, eme an Aotrou AOTROU an armeoù.


E profeded Samaria em eus gwelet kalz a follentez, profediñ a reont dre Vaal, ha dianket o deus va fobl Israel.


Ar pennoù a lavaras d'ar roue: Ra vo lakaet an den-se d'ar marv, digalonekaat a ra an dud a vrezel a van er gêr hag an holl bobl, en ur gomz dezho evel-se. Rak an den-se ne glask ket ar mad met gwalleur ar bobl-mañ.


Setu, kaletaet em eus da zremm a-enep o dremmoù, ha kaletaet em eus da dal a-enep o zalioù.


rak Yann a lavare dezhañ: N’eo ket aotreet dit he c’haout evit gwreg.


ha ne c’hellont ket prouiñ an traoù a damallont din bremañ.


Pe ra zisklêrio ar re-mañ eus petra o deus va c’havet kablus pa’z on bet lakaet dirak ar sanedrin,


An AOTROU a lavaras da Voizez: Setu, emaout o vont da gousket gant da dadoù. Ar bobl-mañ a savo hag en em roio d'ar gasterezh gant doueoù estren ar vro e-lec'h ma'z eont e-barzh, hag e tilezint ac'hanon hag e torrint va emglev am eus graet ganto.


Jonatan a lavaras: Va zad en deus trubuilhet ar vro. Gwelit eta penaos eo sklaeraet va daoulagad, dre ma em eus tañvaet un tamm mel-mañ.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos