Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




1 Rouaned 18:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

19 Bremañ, kas da zastum da'm c'havout Israel a-bezh war Venez Karmel, gant ar pevar c'hant hanter-kant profed eus Baal, hag ar pevar c'hant profed eus Ashera a zebr ouzh taol Jezabel.

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 18:19
23 Referencias Cruzadas  

Ha zoken e lamas digant e vamm Maaka he lesanv a rouanez, dre m'he doa graet un idol evit Ashera. Asa a ziskaras hec'h idol, hag en devas e-kichen froud Kedron.


Akab a reas ivez un Ashera, hag Akab a reas muioc'h c'hoazh eget holl rouaned Israel a oa bet a-raok dezhañ evit kounnariñ an AOTROU Doue Israel.


Akab a gasas etrezek holl vibien Israel, hag e tastumas ar brofeded war Venez Karmel.


Elia a lavaras d'ar bobl: Chomet on-me va-unan evel profed an AOTROU, ha profeded Baal a zo pevar c'hant hanter-kant den.


Roue Israel a zastumas war-dro pevar c'hant profed, hag e lavaras dezho: Ha mont a rin d'ar brezel a-enep Ramod-Galaad pe ned in ket? Hag e respontjont: Pign, rak an Aotrou a lakaio anezhi etre daouarn ar roue.


Bremañ galvit da'm c'havout holl brofeded Baal, e holl servijerien hag e holl aberzhourien. Ra ne vanko unan, rak un aberzh bras am eus da ginnig da Vaal. Piv bennak a vanko ne vevo ket. Jehu a rae kement-se dre widre, evit lakaat d'ar marv ar re a servije Baal.


Koulskoude ne zistrojont ket diouzh pec'hedoù ti Jeroboam, en doa lakaet Israel da bec'hiñ drezo, hag e kerzhjont enno, hag e chomas zoken an Ashera e Samaria,


Mont a reas ac'hane da Venez Karmel, a-belec'h e tistroas da Samaria.


Elizea a lavaras da roue Israel: Petra 'zo etre me ha te? Kae etrezek profeded da dad ha profeded da vamm! Ha roue Israel a lavaras dezhañ: Nann, rak an AOTROU en deus galvet an tri roue-mañ evit o lakaat etre daouarn Moab.


Kerkent ha ma welas Jehu, Joram a lavaras: Evit ar peoc'h eo? Jehu a respontas: Peseurt peoc'h, e-pad m'eo o c'hastaouiñ Jezabel da vamm, gant he strobinelloù e niver ken bras?


Hag ouzh va zaol e veze kant hanter-kant den, ar Yuzevien hag ar renerien, gant ouzhpenn ar re a zeue d'hor c'havout eus ar broadoù a oa en-dro deomp.


Pegen kaer out, ha pegen dudius, va c'harantez ha va flijadurioù!


E profeded Samaria em eus gwelet kalz a follentez, profediñ a reont dre Vaal, ha dianket o deus va fobl Israel.


Bev on, eme ar Roue a zo e anv AOTROU an armeoù, evel an Tabor etre ar menezioù, hag evel ar C'harmel er mor, dont a raio.


Lavarout a reas: An AOTROU a yudo eus Sion, hag e lakaio e vouezh da vezañ klevet eus Jeruzalem; peurvanoù ar vêsaerien a vo e kañv, ha lein ar C'harmel a zisec'ho.


pa en em guzhfent war lein ar C'harmel, o c'hlaskin eno hag o zapin ac'hane, pa dec'hfent a-zirak va daoulagad betek foñs ar mor, e c'hourc'hemennin d'an naer flemmañ anezho,


Alammelek, Amead, Misheal, hag e stoke ouzh kuzh-heol ar C'harmel hag ouzh ar Shihor-Libnad,


Bez’ ez eus bet fals-profeded e-touez ar bobl, bez’ e vo ivez en ho touez fals-doktored a zegaso e kuzh sektennoù fall hag, o nac’hañ ar Mestr en deus o frenet, e tennint a-daol ar gollidigezh warno o-unan.


Al loen a voe paket ha gantañ ar fals-profed, eñ hag en doa graet burzhudoù dirazañ hag en doa touellet drezo ar re o doa degemeret merk al loen hag azeulet e skeudenn. O daou e voent taolet bev er stank a dan o teviñ e-barzh ar soufr.


Met traoù bennak am eus a-enep dit: lezel ar wreg Jezabel, en em lavar profedez, da gelenn ha da douellañ va servijerien evit o lakaat da gouezhañ er c’hadaliezh ha da zebriñ traoù aberzhet d’an idoloù.


Samuel a savas mintin mat evit mont da gavout Saül. Hag e voe danevellet da Samuel o lavarout: Deuet eo Saül da Garmel, ha setu, savet en deus eno ur maen-eñvor, ha goude eo distroet, hag o tremen e-biou eo diskennet da Gilgal.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos