Ha setu, tud o touarañ un den, a welas ur bagad hag a daolas an den e bez Elizea. Hag an den-mañ a yeas da stekiñ ouzh eskern Elizea, hag ec'h advevas hag e savas war e dreid.
Gwelit bremañ penaos eo me va-unan eo me, ha penaos n'eus doue all ebet nemedon. Me a ra mervel ha bevañ, me a c'hloaz hag a yac'ha, ha n'eus den hag a c'hell dieubiñ eus va dorn.
Goude an tri devezh hanter-se, ar Spered a vuhez kaset gant Doue a yeas enno hag ec’h adsavjont war o zreid; un aon bras a grogas er re a welas anezho.