22 Ar bobl a yae war-lerc'h Omri a voe galloudusoc'h eget ar bobl war-lerc'h Tibni mab Ginad. Tibni a varvas hag Omri a renas.
Neuze pobl Israel en em lodennas e daou du: un hanter eus ar bobl a yae war-lerc'h Tibni mab Ginad evit e lakaat da roue, hag an hanter all war-lerc'h Omri.
Er c'hentañ bloaz ha tregont eus Asa roue Juda, e teuas Omri da roue war Israel evit daouzek vloaz. Ren a reas c'hwec'h vloaz e Tirza,
Daou vloaz warn-ugent e oa Akazia pa zeuas da roue, hag e renas ur bloaz e Jeruzalem. E vamm a oa anvet Atalia merc'h Omri roue Israel.
Holl ez int gwrezus evel ur forn, hag e lonkont o barnerien. O holl rouaned a gouezh, hini anezho na c'halv etrezek ennon.