1 Rouaned 16:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
21 Neuze pobl Israel en em lodennas e daou du: un hanter eus ar bobl a yae war-lerc'h Tibni mab Ginad evit e lakaat da roue, hag an hanter all war-lerc'h Omri.
En eizhvet bloaz ha tregont eus Asa roue Juda, e teuas Akab mab Omri da roue war Israel. Akab mab Omri a renas war Israel e Samaria daou vloaz warn-ugent.
Atizañ a rin an Ejipsian a-enep an Ejipsian, hag e stourmint, pep hini a-enep e vreur, pep hini a-enep e amezeg, kêr a-enep kêr, rouantelezh a-enep rouantelezh.
Jezuz, oc’h anavezout o soñjezonoù, a lavaras dezho: Pep rouantelezh dizunanet ganti hec’h-unan a zeuio da netra, ha pep kêr pe pep tiegezh dizunanet gantañ e-unan ne c’hello ket padout.