Kerzhout a reas en holl bec'hedoù en doa graet e dad a-raok dezhañ, hag e galon ne voe ket eeun e-keñver an AOTROU e Zoue, evel ma oa bet kalon David e dad.
o c’houzout penaos n’eo ket dre draoù breinus, evel arc’hant pe aour, oc’h bet dasprenet eus an doare aner da vevañ ho poa bet da hêrezh digant ho tadoù,
ha peanaos Sodom, Gomora hag ar c’herioù nesañ a oa en em roet d’an hevelep loustoni ha da bec’hedoù a-enep an natur, a servij da skouer o c’houzañv ar boan eus un tan peurbadus.